Logos Multilingual Portal

Select Language



[ No Biography for this Author ]

krak-ha-krenn, a-wechoù e vez ret fuloriñ a-benn kas an traoù war-raok
an diviz kristen da gavout ar bed divalav ha drouk en deus lakaet ar bed da vezañ divalav ha drouk
an douar en deus ur c\'hroc\'hen, ha kleñvedoù zo o tagañ ar c\'hroc\'hen-se; \'mab-den\' a vez graet eus unan anezho
an dud n\'o devez ket mezh abalmour d\'o soñjoù lous; mezh o devez kentoc\'h pa soñjont e c\'hallfe ar re all kavout dezho e vefent gouest da gaout ar soñjoù lous-se
ar c’hredennoù zo risklusoc’h enebourien d’ar wirionez eget na\'z eo ar gevier
arabat fiziout en ur mennozh na oa ket deuet er soñj en ur vale
atav e vez un tamm follentez er garantez. Atav, avat, e vez un tamm poell er follentez
divezh ec\'h implij ar varzhed o skiant-prenañ: diwadañ a reont anezhi
drevezañ, a-fed son pe a-fed mennozhioù, eo naontek ha pevar-ugent dre gant a bep \'krouidigezh\' - laerezh a-ratozh-kaer, tamm pe damm
en hiniennoù, ral eo ar follentez, met er strolladoù, el lazioù, er pobloù, hag er mareoù istorel, setu ar reolenn
fedoù n\'eus ket anezho, nemet displegerezh ne\'z eus
gant ar gerioù ne c\'haller ket treiñ zoken soñjoù an den e-unan
hag ar pezh a veze graet gwechall evit Doue a vez graet bremañ evit an arc’hant, da lavaret eo evit ar pezh a ro bremañ, dreist pep tra all, ur santimant a nerzh hag a vezañ disamm hag eeun e goustiañs
karout a reomp ar vuhez, n\'eo ket dre ma\'z omp boas da vevañ, met dre ma\'z omp boas da garout
kement tra a vez termenet dizere ganeomp hiziv a zo bet dereat da soñj an dud ur wech bennak, tu pe du. Ha gwarantiñ a c\'haller n\'aio ket an istor war e c\'hiz?
kresk ar furnez a c\'hall bezañ muzuliet resis gant an digresk er vuanegezh, a glot gantañ
ma ne genvevje gwazed ha gwragez e vefe kalz stankoc\'h an dimezoù mat
marteze e lavarer ur gaou a-wechoù, met an ardoù a zeu gantañ a lavar ar wirionez
ne glevomp nemet ar goulennoù omp gouest da respont dezho
ne ran ket an aluzen. N\'on ket paour a-walc\'h evit se
pal ar c\'hastizañ eo gwellaat ar c\'hastizer
pegement a wirionez e c’hall an den gouzañv? Kement tra a vez gounezet gant an den, kement kammad war-raok er ouiziegezh, a sav diwar kaout kalon, diwar bezañ kalet outañ e-unan, diwar bezañ glan en e geñver e-unan
pep kredenn zo ur c\'harc\'har
p\'he devez graet ur pennad kousk e tihun ar vertuz kennerzhet
reizhañ stil an den zo reizhañ e zoare soñjal
ret e vefe deomp lavaret ez eo gaou pep gwirionez n\'eo ket pep distaget gant da nebeutañ ur c\'hoarzhadenn
seul uheloc\'h ma savomp er bed, seul zisteroc\'h e seblantomp bezañ d\'ar re na c\'hallont ket nijal